kribañ
Neuz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (cribat, trede embannadur Yvon Quillévéré e 1521).
- Da geñveriañ gant ar verboù cribo en kembraeg, cryba en kerneveureg.
- Savet diwar an anv-kadarn krib hag al lostger -añ.
Verb
Kemmadur | Furm |
hep | kribañ |
dre vlotaat | gribañ |
dre c'hwezhañ | c'hribañ |
dre galetaat | digemm |
amreizh | digemm |
kribañ /ˈkriː.bã/ verb gwan pe verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : kribet) (displegadur)
- Dirouestlañ ha kempenn e vlev gant ur grib.
-
- Bec'h en doa degaset d'ar soavon, hag edo a-zevri o kribañ e vlev gleb. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 26.)
- Gant ur c'hemmadur dre vlotaat (war-lerc'h an araogenn da, da skouer) :
- He Mamm a oa o c'hervel anezhi da gribañ ha da blezhañ he blev a-raok mont d'ar skol. — (Roparz Hemon, An tri boulomig kalon aour, Al Liamm, 1961, p. 40.)