kloued
Neuz
Brezhoneg
- Kavet en henvrezhoneg (cluit).
- Meneget er C'hatolikon (cloet).
- Da geñveriañ gant ar gerioù clwyd en kembraeg, cloes en kerneveureg, *clēta en galianeg.
Anv-kadarn
kloued /ˈkluːet/ pe /ˈklweːt/ benel (liester klouedoù, klouidi)
- Kenstrollad pezhioù, e prenn pe vetal, hag a stank ouzh an tremen.
- ''‘C'hanta ?" eme ar soudard en ur serriñ war e lerc'h ar gloued a oa war ar c'hraou. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 96.)
- Digor ar gloued. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 262.)
- Bizhier ar gloued-mañ a zo arru fall. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 262.)
- N'ac'h eus nemet mont war-eeun betek ar gloued dirazout, etre an daou gae. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 100.)
- Ur mevel a zigoras kloued ar prad. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 40.)
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ) .
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet klwed.
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Gwasañ pec'hed a zo er bed eo selled etrezeg toull ar gloued pa vez arru koulz ar pred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 303.)