hu
Neuz
Brezhoneg
- Diwar c'hwi.
Raganv-gour
hu /hy/
- Raganv eus an eil gour lies, lakaet war-lerc'h stumm personel ur verb pe un araogenn en eil gour lies ivez.
- Eunn dostenn vara ho pezo-hu? — (Nouvelles Conversations en breton et en français, 1857, p. 5.)
- Pe win pe sistr a evit-hu? — (Nouvelles Conversations en breton et en français, 1857, p. 7.)
- Petra 'rit-hu aze ? Ha piv oc'h-hu ? — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 78.)
- Piv oc'h-hu, ha penaos e reer ac'hanoc'h ? — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 141.)
- Penaos e c'hellit-hu bevañ neuze? — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 141.)
- Perak oc'h-hu bet kriz a-walc'h... — (Gab Milin, Marvailhoù Bro-Leon, Hor Yezh, 1999, p. 16.)
- Piv oc'h-hu ... ? — (PIPI 1908, p. 58.)
- War-lerc'h an doare-gourc'hemenn:
- Ha lavaret-hu c'hoazh ez eo ma c'homzoù borod, pa eo peurerruet va diouganoù ! — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 109.)
- Er stumm nac'h : implijet dirak ket.
- Perak ne gredit-hu ket ac'hanoun ? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 282.)
- Sellit, den kozh, ha na welit-hu ket aze o neuñ war-c'horre an dour ar pezhioù arc'hant am eus laeret ...? — (Lan Inizan, Toull al Lakez, Brest-Kemper, 1878, Kemper, 1930, p. 36.)
- ... ha ne welit-hu ket eo prennet an dorojoù ? — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 58.)
- Me a ouïe ze a-raog biskoaz ne oah-hu bet war an douar. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 49.)
Troioù-lavar
-war-lerc'h un araogenn:
Troidigezhioù
Anv-kadarn
hu /ˈhyː/ hollek gourel
- Hemolc'h bleiz
- O klevout an hu e huont.
- An hu a vije bet war hor lerc'h ; marteze zoken e vije en em gavet gwazh ganeomp, rak n'eo ket brav kouezhañ etre daouarn kanfarded kêr. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 56.)
- Neuze e c'hellas ar paotr dastum e skasoù hag en em ripañ kuit, gleb-teil, badaouet ha mezhek, dindan an hu a rae warnañ e genseurted o c'hoarzhin goap dezhañ. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 29.)
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Furm verb
hu /ˈhyː/
- Pennrann ar verb « hual ».
- O klevout an hu e huont.