erien
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
erien /ˈɛrjɛn/ gourel (liester : erienoù)
- Lodenn zo tro-dro (un dra bennak kelc'hiek)
- Un iskis a eurier e oa hennezh. Daouzek biz a oa outañ ha niverenn ebet warnañ ; e-lec'h niverennoù e oa planedennoùigoù o treiñ en-dro d'an erien. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 17.)
- (Ent strizh) Darn tro-dro un tog a dalvez da wareziñ ar penn diouzh an heol pe diouzh ar glav
- Me a gav bravoh an togou erien moan. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 522.)
- A-greiz-holl e voe gwelet an tog o fiñval. Un toull a oa tost d'an erien, o tigeriñ mui-oc'h-mui, evel ur genoù. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 124.)
- (Dre astenn-ster) Ribl balirek un endalc'her