diwezhat
Neuz
Brezhoneg
Adverb
diwezhat /diˈɥeː(z)at/
- Na ober un dra bennak ( dihuniñ, sevel) abred.
- Sevel diwezhat
- Re ziwezhat eo da harz
Pa vez aet ar beg e-barzh.[1]
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | diwezhat |
Derez-uheloc'h | diwezhatoc'h |
Derez-uhelañ | diwezhatañ |
Derez-estlammiñ | diwezhatat |
diwezhat /diˈɥeː(z)at/; ken diwezhat.
- Bezañ diwezhat : bezañ war-lerc'h an eur.
- Deomp d'ar gêr, arru eo diwezhat. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 126.)
- Deomp atav, evit c'hoazh n'eo ket diwezhat, hag amzer am eus da frikotañ un tammig ha d'ober va zro a-raok ar pardaez. — (Klaoda ar Prad, An teir c'had ; Ar mevel laer, Ti-moulerezh Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1908, p. 6.)
- Koulskoude e oa, hep douetañs ebet, sklerijenn wenn al loar, peogwir ne oa goulou ebet er-maez d'an eur diwezhat-se, tost ma oa da hanternoz. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 51.)
- Unanigoù a oa chomet diwezhat. Brezhoneg ar Skorv 142
- Bezañ diwezhat da ober un dra, oc'h ober un dra.
- Chom diwezhat (da ober un dra)
- Pa adtaol un den da gousket e chom diwezhat. TBP 2/13
- Bezañ diwezhat : na vezañ fin.
- Yann a zo un tammig diwezhatoc'h ivez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 127.)
- Yann a zo un tamm paotr diwezhat. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 281.)
- Pegen diwezhat eo Pipi.[2]
- − Ba ! Ar paotr-se a zo ken diwezhat ken na dle ket gouzout pegoulz e kan ar goukoug. [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 271.)
- Met ken diwezhat ha diskiant ez out, ken n'out mat nemet da ober taolioù fall ha gwalleurioù, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 272.)
- Kaout ur spered diwezhat : kaout nebeud a spered.
- abred pe ziwezhat
Gerioù enepster
Deveradoù
Troidigezhioù
Roll an daveoù :