bagon
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn saoznek waggon (distaget /w/), moarvat dre ar ger gallek wagon (distaget /v/).
Anv-kadarn
bagon /ˈbɑː.ɡɔ̃n/ benel (furm vihanaat : bagonig, liester : bagonioù)
- Karbed war roudennoù, sachet gant ur stlejerez, a dalvez da dreuzdougen tud, loened pe varc'hadourezh.
- Bez'e oa er vagon eur gozh voest a servije dimp evit hon ezhommoù. — (Alan an Diuzet, Envorennou eur Prizoniad, Imp. H. Riou-Reuzé, Rennes, 1946, p. 19.)
- P'he deveze tro da vont di, e save bewech en he sav en he bagon hag e heje he mouchouer, [...]. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 42.)