Mont d’an endalc’had

arzh

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : arth


Brezhoneg

Un arzh gell.

Etimologiezh

Kavet en henvrezhoneg arth.
Da geñveriañ gant ar gerioù arth e kembraeg hag e kerneveureg, art en heniwerzhoneg, artos en galianeg.
Deuet eus ur ger keltiek *artos, dont a rafe eus ar wrizienn indezeuropek *h₂ŕ̥tḱos, da dostaat ouzh ursus e latin, árktos (ἄρκτος) en henc'hresianeg ha ṛ́kṣa (ऋक्ष) e sañskriteg[2].

Anv-kadarn

Unander Liester
Gourel arzh
/ˈars/
arzhed
/ˈar.zet/
Benel arzhez
/ˈar.zes/
arzhezed
/arˈzeː.zet/

arzh /ˈars/ gourel

  1. (Loenoniezh) : Bronneg debrer kig (Ursidae), bras e vent, pounner ha gorrek e gerzhed, stank e vlevenn, hir e vojell ha kreñv e skilfoù.
    Roet [ez eus] bet da c'houzout gant Ministrerezh an Ekologiezh ne vefe degaset arzh nevez ebet [d'ar] Pireneoù a-raok an nevez amzer pe an hañv a zeu.[1]

Gerioù heñvelster

Deveradoù

Troidigezhioù

Anagramoù

Gwelet ivez

  • Ar pennad « arzh » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia

Daveoù

Roll an daveoù :

  • [1] : Marvet un arzhez bet degaset er Pireneoù, in Bremaik, 28 Eost 2006.
  • [2] : Ranko Matasović, Etymological Dictionary of Proto-Celtic, Leiden, Brill, 2009, p. 42-43.