kefridi
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
kefridi /keˈfriːdi/ benel (liester : kefridioù)
- Karg a vez fiziet en unan bennak da ober:
- Kenavezo eme ar priñs, ha kefridi vat! — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 12.)
- Ober, seveniñ, ur gefridi
- [...], rak ar filhor a felle d'ezan ober e gefridi eus ar c'haera. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 14.)
- Eus e wellañ e sevenas ar gefridi bet lakaet warnañ gant Marzhin. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 46.)
- Reiñ ur gefridi da ub
- Pa ouemp en em gavet, an Aoutrou de Kerbalanek a roaz da bep hini ac'hanomp he gevridi. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 20.)
- kaout kefridi da ober udb
- — Me hepken ama a c'hell prezeg, nemet kefridi bennak o deufe (?) ar re all diganen. [...]. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 78.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- bezañ e kefridi unan bennak ober un dra bennak
- bezañ kefridi war unan bennak
- kaout kefridi digant unan bennak
- kaout kefridi gant unan bennak
- reiñ kefridi da unan bennak