greas
Brezhoneg
- Savet diwar gre-, unan eus pennrannoù ar verb ober, hag an dibenn-ger -as
Furm verb
greas /ˈɡreːas/
- Furm ar verb ober e trede gour unan an amzer-dremenet strizh, en doare-disklêriañ
- Gant ur c'hemmadur dre vlotaat (war-lerc'h ar rannig-verb a, ar rannig-verb nac'h ne da skouer) :
- [...] ; gourc'hemenniñ a reas dezho en em deurel warnomp, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 198.)
- Gourc'hemenn a reas d'ar re n'o doa ket a fuzuilhoù, mont buan a-raok, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 201.)
- Dont a reaz da sonj dign enn eun taol, edo ganen, em godel, va benviachou tenna-tan [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 42.)
- Eur boan griz a reaz an taol-ze dign, mez ne finviz ket muioc'h eget pa vichenn bet maro. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 92.)
- Ma c'havric a oa finn, rez eur brom d'ar barner ; — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 1, Pariz, 1890, 1971, p. 40.)
- Kerlaban. — Rei a eure d'in eur grabanad, met klevet a reas e bater ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 13.)
- Ar wech-man, Pentudi koz ne reas nemet diskorda da c'hoarzin, o veza dihunet war e du mat, emichans. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 19.)
- Seven a reas d'e varc'h chom a sav, hag eñ goulenn ouzh ar baourez petra a rae dezhi leñvañ. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 34.)
- Treiñ a reas kein d'an draonienn hag e kendalc'has da dostaat, goustad, ouzh laez uhelañ an dorgenn. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 64.)