bezañ
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (bezaff).
- Savet diwar bez- (e bezout), kelf verb eus an adstumm bout, hag an dibenn anv-verb -añ dre analogiezh. Gwelet bout.
- Da geñveriañ gant ar verboù bod ha bydd- en kembraeg, bos en kerneveureg.
Verb
bezañ /ˈbeː(z)ã/ (displegadur)
- bout; an anv-verb a glot gant ar stummoù-mañ (e-touez re all): on, out, eo, emañ, edo, bezan, hag a zo bet an anv-gwan-verb anezhañ.
- Trist eo bezañ paour.
- Karout hep bezañ karet A zo kriz ha kalet. Krennlavar.
- N'haller ket bezañ ha bezañ bet. Krennlavar.
- -Petra a ra d’an dridi bezañ treut? -Kalz emaint war nebeud. Divinadell.
- Gwelloc'h bezañ mezv evit bezañ sot: an hini mezv a zivezvo, an hini sot ne zisodo ket. Krennlavar.
- bezañ o vont
- bezañ bet
- bezañ er-maez
- o vezañ ma
- bezañ ec'h eo : bez' ez eo
- bezañ ez eus : bez' ez eus
- bezañ zo : bez' ez eus
- bezañ emañ; bezañ emaint : bez' emaint
- bezañ e vez
- dirak ar verb kaout: bezañ em eus, ... bezañ hon eus, bezañ o deus; ... bezañ o devez; bezañ en devo, bezañ hon devo; bezañ o devoa...
Stummoù all
Troidigezhioù
Anv-kadarn
bezañ /ˈbeː(z)ã/
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
Troidigezhioù
Troioù-lavar
- bezañ akuit da (ober un dra bennak)
- bezañ an aour war ar raden gant unan bennak
- bezañ ar beilh war un dra bennak
- bezañ a-walc'h
- bezañ beleg
- bezañ berr e deod da gaozeal
- bezañ berr war unan bennak
- bezañ bet evit ober un dra bennak
- bezañ beuzet e dad e stank ar vilin-avel
- bezañ bihan e galon
- bezañ bouzar evel ur penton
- bezañ brav da unan bennak
- bezañ bresk e deod
- bezañ da c'hrad unan bennak
- bezañ dall e gazh
- bezañ den d'e c'her
- bezañ dibret e varc'h da vont
- bezañ dibret e varc'h da redek
- bezañ digor e galon
- bezañ distagellet-mat
- bezañ douget da
- bezañ diouzh un den
- bezañ dir war e fas
- bezañ dir war e zaoulagad
- bezañ diwar chas ar vro
- bezañ diwar saout ar vro
- bezañ e buhez
- bezañ e chal gant unan bennak
- bezañ e galon war ar c'hrilh
- bezañ en e aez
- bezañ en e charreoù
- bezañ en e vleud
- bezañ en e vutun
- bezañ en e zour hag en e c'heot
- bezañ e par ar marv
- bezañ eus un den
- bezañ ganti
- bezañ holen kras en e revr
- bezañ ki ouzh e boan
- bezañ ki ouzh e gorf
- bezañ ki war un dra bennak
- bezañ koad-tro en unan bennak
- bezañ kof-ruz
- bezañ kont
- bezañ kouezhet etre kebr ha toenn
- bezañ laer evel an dour
- bezañ lakaet war ar bigorn
- bezañ lampr e deod
- bezañ lampr e gorf
- bezañ laosket un tamm brav eus e yod gant ar mabig Jezuz
- bezañ miget ar gaoz
- bezañ moan e revr
- bezañ o nezañ e gevre
- bezañ ouzh taol
- bezañ pell oc'h ober un dra bennak
- bezañ perc'henn war un dra bennak
- bezañ pont ha plankenn dindan unan bennak
- bezañ prest da fontañ gant ar vezh
- bezañ ront e votoù
- bezañ ruz war un dra bennak
- bezañ savet a-zindan e votoù
- bezañ seder evel pemp gwenneg
- bezañ sonn e gribell
- bezañ stad en unan bennak
- bezañ tenn war e vegel
- bezañ tommaet da unan bennak
- bezañ tomm da unan bennak
- bezañ tomm d'e fri
- bezañ tommet d'e fri
- bezañ treid leue en e votoù
- bezañ tuig ha talig
- bezañ uhel an dour en eien unan bennak
- bezañ uhel an eien en unan bennak
- bezañ ur c'hras kaer
- bezañ war ar venaj
- bezañ war gab e revr
- bezañ war ober un dra bennak
- bezañ yac'h e galon