Inosant VIII
Pab an Iliz katolik roman

Ardamezioù ar pab Inosant VIII

Ganedigezh 1432
Genova
Dilennet da bab 29 a viz Eost 1484
Tronidigezh 12 a viz Gwengolo 1484
Dibenn e baboni 25 a viz Gouere 1492
En e raok Sikstus IV
War e lerc'h Aleksandr VI
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Inosant VIII (e latin: Innocentius VIII, en italianeg: Innocenzo VIII), Giovanni Battista Cybo e anv-tiegezh, ganet e 1432 e Genova ha marvet d'ar 25 a viz Gouere 1492, a oa bet dilennet da bab an Iliz katolik roman d'an 29 a viz Eost 1484.

Anavezout a reas e vugale vastard hag aozañ o euredoù er Vatikan.

E 1484 e embannas ar builh Summis desiderantes affectibus ma roas urzh ma vefe lakaet kement kazh a vefe gwelet gant ur vaouez da loen-ti ur sorserez ha ma vefe devet ar "sorserez" gant he loen. Kement a gizhier a voe lazhet da heul ar builh-se ma kreskas a-galz poblañ ar razhed ha ma voe muioc'h a vosenn o redek, dre faot ar "sorserezed" evel-just.