Iliz katolik roman

Aozadur kristen

An Iliz katolik eo an iliz kristen vrasañ er bed pa embann ez eus 1,2 miliard a izili stag outi (pe feizourien gatolik). Prezegenniñ a ra eo-hi an iliz santel katolik ha abostolik orinel, diazezet gant Jezuz-Krist. Embann a ra e teu diouti, diwar dirogoù, an Ilizoù ortodoks hag ar Brotestanted. An Iliz kristen eo eta an Iliz katolik, an Ilizoù ortodoks hag an Ilizoù protestant.

Iliz katolik roman
Christian denomination, historic church, iliz kristen
Rann eusKatoligiezh Kemmañ
ArvezWestern culture Kemmañ
Anv er yezh a orinEcclesia Catholica Romana Kemmañ
Anv berrröm.-kath. Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ
DiazezerJezuz-Krist Kemmañ
Den e penn an aozadurpab Kemmañ
PrezidantFrañsez Kemmañ
StadKeoded ar Vatikan Kemmañ
Renad politikelepiscopal polity Kemmañ
Korf melestradurelRoman Curia Kemmañ
AotrouniezhSez Santel Kemmañ
Ezel eusAssociation of Christian Churches in Germany Kemmañ
Lec'h diazezJeruzalem Kemmañ
Sez sokialKeoded ar Vatikan Kemmañ
Darvoud-alc'hwezNicene Creed Kemmañ
Prizioù resevet'Verschlossene Auster' award Kemmañ
Studiet gantCatholic ecclesiology Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.vatican.va/content/vatican/it.html Kemmañ
Dezverket drefull communion, catholicity Kemmañ
IstorIstor an Iliz katolik Kemmañ
A implijCatholic Bible Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNational Museum of World Cultures Kemmañ


Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh
Christianity

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen


Penniliz Sant Pêr e Roma. Delwenn sant Pêr, ar pab kentañ.

An Iliz katolik a zo bleniet gant ur pab, eskob Roma, warlerc'hiad an abostol Pêr. Frañsez eo ar Pab abaoe 2013. Gouarnet eo an Iliz gantañ ha gant an holl eskibien (lavaret e vez "e rank an eskibien gatolik bezan e kenunaniezh gant eskob Roma").

Hervez ur renkadurezh resis eo gouarnet an Iliz katolik. Emañ er penn kentañ holl ar gloer "ordrenet" (latin ordinatus = urzhiet) renket en urzhioù santel : eskibien, beleien, diagoned. War-lerc'h e teu urzhioù all, re al leaned.

Er bed e kaver 2 755 sez eskopti (diwezh 2004) e-lec'h m'eo an eskob atebeg war vad ar feiz katolik en e dolead. A viskoaz eo bet lakaet ar Sez santel e Roma war ar renk dreist peogwir eo bet, hervez an hengoun, hini Pêr, priñs (pe bennadurezh kentañ) an Ebestel. Ar gatoligiezh a vez graet ivez eus an holl gatoliked.

* Pennad pennañ : Istor an Iliz katolik

Goude ma oa kroazstaget Jezuz Krist, an abostoled a c'hounezas feizidi nevez, e-touez ar Yuzevien da gentañ ha da c'houde e-touez holl sujidi an Impalaeriezh roman hag en diavaez dezhi zoken. Atahinet eo ar Gristenien dindan kalz impalaered.

En 313 e cheñchas statud an iliz a oa aotreet gant skrid-embann Milano embannet gant an impalaer Kustentin Iañ. E 380 e teuas ar relijon gatolik da vezañ relijion ofisiel an impalaeriezh roman goude skrid-embann Tessalonika betek diskar impalaeriezh roman ar C'hornôg, ha diwezhatoc'h hini Impalaeriezh roman ar Reter. E-pad an amzer-se e oa savet peme sez pennañ hervez Eusebius: Roma, Kergustantin, Antioc'hea, Jeruzalem hag Aleksandria, anvet ar Bentarkiezh.

Goude distruj an Impalaeriezh roman, an iliz a voe ur faktor pennañ e gwarez ar sevenadur klasel. Savet e oa manatioù ha kaset e oa misionerien da avielañ pobloù all Europa, ken pell hag Iwerzhon en norzh. Ur c'hemm bras a oa degaset er reter gant astenn an Islam war-dro ar VIIvet kantved. Aloubet e oa tri eus sezioù ar batriarked gant an Arabed : Jeruzalem da gentañ, Aleksandria, hag en VIIvet kantved Antioc'hea.

Ar stourm etre ar gristeniezh hag an Islam a oa unan eus doareoù pennañ ar pemp kantved goude en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Harzet e oa emled an islam gant emgannoù Poitiers, ha Toulouse, daoust ma preizhet Roma hec'h-unan e 846 pe e 848, ha ma oa lakaet seziz war Kergustentin.

En XIvet kantved, an darempredoù diaes etre iliz gresianek ar reter hag an Iliz latin er c'hornôg a lakaas da darzhañ disivoud etre an div, abalamour dreist-holl d'un dizemglev diwar-benn aotrouniezh ar bibien. Ar pevare kroaziadeg ha preizhidigezh Bizantion gant Kroazidi a dorras al liammoù etre ar reter hag ar c'hornôg.

Er XVIvet kantved, abalamour d'ar Brotestantiezh ha d'an Disivoud Meur, e krogas an iliz un argerzh ardreizherezh bras anavezet evel an enepadreizhadur. Er c'hantvedoù da-heul en em ledas ar gatoligiezh er bed a-bezh daoust d'un digresk eus pouez an iliz e poblañsoù Europea abalamour da gresk ar brotestantiezh ha d'an amgredoni adal Kantved ar Sklêrijenn. Ar sened-meur Vatikan II er bloavezhioù 1960 an hini eo a zegasas ar brasañ kemmoù er gatoligiezh abaoe Sened-meur Trento tri c'hantved a-raok.