Inizi Salomon
Inizi Salomon[1] (Solomon Islands e saozneg) zo ur stad er Meurvor Habask, er gwalarn da Vanuatu, anezhi meur a enezeg. Honiara eo ar gêr-benn.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Spagnol Álvaro de Mendaña a voe an European kentañ o weladenniñ an inizi adalek ar 7 a viz C'hwevrer 1568. Eñ hag e vartoloded a gave dezho o doa kavet bro Ofir, bro orin aour ar roue Salomon er Bibl, hag anvet e voent ganto Islas Salomón.
Stumm saoznek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar stumm ofisiel gant gouarnamant ar vro eo Solomon Islands hep ger-mell e pep degouezh. Graet e veze gant ar ger-mell da vare an trevadennerezh.
Ar proviñsoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]9 froviñs zo, melestret gant pep a guzul proviñsel, 10 ma konter kêr Honiara ouzhpenn, melestret gant ur c'huzul-kêr.
- Proviñs Kreiz
- Choiseul
- Guadalcanal
- Isabel
- Makira-Ulawa
- Malaita
- Rennell ha Bellona
- Temotu
- Proviñs ar C'hornôg
- Honiara, ar gêr-benn
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kartenn ar bed: ar Stadoù, Ti-embann ar skolioù brezhonek, 1999; Geriadur brezhoneg An Here, 2001; p. 1433; Atlas Breizh, "kartenn bolitikel ar bed", Coop Breizh, 2011, p. 30.
Melanezia : Fidji • Kaledonia-Nevez • Papoua Ginea-Nevez • Papoua ar C'hornaoueg • Inizi Salomon • Vanuatu
Mikronezia : Guam • Hawaii • Kiribati • Inizi Mariana an Norzh • Inizi Marshall • Atoll Midway • Stadoù Kevreet Mikronezia • Nauru • Palau • Wake
Polinezia : Inizi Cook • Niue • Enez Pask • Pitcairn • Polinezia C'hall • Samoa • Samoa Amerikan • Tokelau • Tonga • Tuvalu • Wallis ha Futuna • Zeland-Nevez