Mont d’an endalc’had

Strollad Broadel Skos

Eus Wikipedia
Logo
Logo
Scottish National Party
strollad politikel
Deiziad krouiñ7 Ebr 1934 Kemmañ
Anv berrSNP Kemmañ
PrezidantJohn Swinney Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Ezel eusEmglev Libr Europa Kemmañ
Political alignmentkleiz-kreiz Kemmañ
Ideologiezh politikelScottish independence, sokial-demokratelezh, Scottish nationalism, pro-Europeanism Kemmañ
Lec'h diazezDinedin Kemmañ
IsaozadurYoung Scots for Independence Kemmañ
Sez sokialDinedin Kemmañ
Erlec'hiañ a raNational Party of Scotland, Scottish Party Kemmañ
SRGB color hex tripletFFF95D Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.snp.org/ Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Scottish National Party politicians Kemmañ

Ar Scottish National Party (SNP ; gouezeleg Skos : Pàrtaidh Nàiseanta na h-Alba, "Strollad Broadel Bro-Skos") zo ur strollad politikel eus an tu-kleiz a glask gounit frankiz Bro-Skos. An eil strollad pouezusañ er vro eo, pe a-wechoù an hini kreñvañ hervez ar mouezhiadegoù.

Liammet-start eo ouzh Plaid Cymru e Kembre, ha kenlabourat a ra o c'hannaded e Parlamant ar Rouantelezh-Unanet (House of Commons). Un ezel eus Emglev Libr Europa eo.

Krouet e voe an SNP e 1934 dre unvaniezh an National Party of Scotland hag ar Scottish Party. E gador gentañ e palez Westminster a c'hounezas e 1945 met nac'hañ a reas Robert McIntyre (1913-1998), rener ar strollad, mont d'ar parlamant breizhveuriat ha koll a reas an SNP e sez tri miz diwezhatoc'h.

Ur gador nevez a c'hounezas e [[1967}} pa voe dilennet Winnie Ewing (1929-2023) da gannadez e pastell-vro Hamaltan (Kuzul Siorrachd Lannraig a Deas). Dre-se e kreskas levezon ar strollad : muioc'h a izili, hag ur pouez bras en aozadur ar Royal Commission on the Constitution (alias Kilbrandon Commission) e 1969. E zisoc'hoù gwellañ a c'hounezas e 1974 pa zastumas war-dro 30% eus ar mouezhioù : unnek kannad en doa bet neuze e palez Westminster.

Goude aozadur Parlamant Bro-Skos e 1999 e oa aet ar SNP d'ar strollad-eneberezh pennañ e Bro-Skos. Emañ bremañ o ren ar vro abaoe 2007, pa oa aet ar maout gantañ er vpuezhiadeg evit Parlamant Bro-Skos. E 2011 e voe kreñvaet c'hoazh, pa dapas 69 c'hador diwar 129 e Parlamant Bro-Skos, ha tost d'ur "chelem meur" en deus graet ar strollad da-geñver votadegoù Parlamant ar Rouantelezh-Unanet e miz Mae 2015 gant 56 kador diwar 59.

D'ar 6 a viz Mae 2021 e voe trec'h an SNP en dilennadeg e Parlamant Bro-Skos.

  • Hiziv (Ebrel 2024) ez eus 43 dilennad eus an SNP diwar 650 kador e Parlamant ar Rouantelezh-Unanet ; 2 zilennad eus an Alba Party zo, ha 3 eus Plaid Cymru.[1]
  • Alexander MacEwan (1934-1936)
  • Andrew Dewar Gibb (1936-1940)
  • William Power (1940-1942)
  • Douglas Young (1942-1945)
  • Bruce Watson (1945-1947)
  • Robert McIntyre (1947-1956)
  • James Halliday (1956-1960)
  • Arthur Donaldson (1960-1969)
  • William Wolfe (1969-1979)
  • Gordon Wilson (1979-1990)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Mitchell, James ha Hassan, Gerry : Scottish National Party Leaders, Biteback, 2016 (ISBN 9781785900921)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]