Mont d’an endalc’had

Vijil

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Soubenn vijil)

Vijil pe Vijilez, a zeu diouzh ar ger beilhañ. Ober a ra dave d'al lid a veze e Liderezh an Eurioù da zerc'hent ar gouelioù bras. Klotañ a ra en amzer hiziv gant Ofis al lennadennoù abred diouzh ar beure, pa sav ar venec'h e kreiz an noz da bediñ, gant salmoù ha lennadennoù hir a-walc'h.

Ober vijil a ra dave d'ur reolenn a zo en Iliz da yuniñ un tamm a-raok ar gouelioù bras.

Gourc'hemenn ar yun a zo ur gourc'hemenn, pe gentoc'h un erbedenn a-berzh an Iliz katolik. Gwanaet a galz eo bet gourc'hemenn ar yun abaoe 1966, gant Solgelenn Poenitemini Paol VI : yuniñ a ranker da vihanañ da Verc'her al Ludu, a zo deiz kentañ amzer ar C'horaiz, ha da Wener Ar Groaz, a zo deiz pasion ha marv Jezuz-Krist, ar Salver, hervez ar Gristenion. Ober yun a dalvez chom hep debriñ kig, eveljust hogen ivez debriñ nebeut, ober pinijenn hag aluzon, hervez an oad (etre 14 ha 60 vloaz) ha nerzh pep hini, ha gouestlañ muioc'h a amzer d'ar bedenn. Debriñ mat a-walc'h da greisteiz a c'heller ober eta.

Ober pinijenn. Pa n'eo ket ken diaes ar yun ha gwechall e pouez an Iliz war gourc'hemenn ar binijenn. Gervel a ra eta d'an emziouer ha da genlodañ, e doare ma klasko pep kristen an emziouer a zo mat e degouezh pep hini evit en em dreiñ ouzh Doue, evit adkavout ur frankiz diabarzh, digeriñ o c'halon d'an Aviel, bezañ tostoc'h da Zoue ha d'an nesañ. Ober pinijenn n'eo ket mui eta emzioueriñ kig, ha boued zoken, dre ret.

Emziouriñ kig Chom hep debriñ kig d'ar Gwener (nemet gouel e vefe) hag ober pinijenn (da lavarout eo pediñ, dioueriñ boued un tamm, oberoù a garantez...) d'ar C'horaiz a zo gourc'hemennet ouzhpenn-se hervez ar Gwir kanonek nevez (kanonoù 1250 ha 1251). Erbedet eo c'hoazh gant an Iliz yuniñ hag ober pinijenn, evel chom hep debriñ kig d'ar Gwener, ha zoken e-pad ar C'horaiz, nemet da sul, met ur c'hiz ez eo, ha n'eo ket ur gourc'hemenn eus an Iliz er ster strizh ken. Boas eo kalz a dud c'hoazh da zebriñ estreget kig da Wener. Debret e vez pesked ha vioù e-lec'h kig. N'eus ket ar gwir da zebriñ soubenn, d'an deizioù merket gant an Iliz katolik ( daou zevezh hepken : Merc'her al Ludu ha Gwener ar Groaz) ma vez kig enni. Soubenn vijil a oa soubenn legumaj, hep druzoni.

Sentiñ ouzh ar gourc'hemenn-se eus an Iliz a rank ar gatoliked, ha ma ne reont ket e rankont diskleriañ ar pec'hed-se pa 'z eont da gofes. E predoù ar skolioù kristen e veze sentet rik ouzh ar reolenn gozh gwechall eta. Bremañ ne reer mui kement, pa 'z eo bet frankaet ar reolennoù : goulenn a ra atav an Iliz ma vo yunet (ur pred hepken) da Verc'her al Ludu ha da Wener ar Groaz ha dioueret kig d'ar Gwener hogen ret eo bezañ yac'h ha pevarzek vloaz. Ar spered a zislontegezh a zo bepred e talvoud, avat.

Krennlavaroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar Gwener, Devezh peñver.
  • Soubenn besk, soubenn fresk, Soubenn vijil alies, er ganaouenn Kavet 't eus da saout 'ta Yannig.

Kristengaserezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plijadur an dud dizoue hag enepkloer a veze aozañ frikoioù d'an deizioù yun-se hag o brudañ da ziskouez o enebiezh ouzh an Iliz.