Llywelyn ap Gruffudd
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kembre |
Anv e yezh-vamm an den | Llywelyn ap Gruffudd |
Anv-bihan | Llywelyn |
Titl noblañs | Priñs Kembre |
Deiziad ganedigezh | 1220, 1223 |
Deiziad ar marv | 11 Kzu 1282 |
Lec'h ar marv | Llanfair-ym-Muallt |
Tad | Gruffudd ap Llywelyn Fawr |
Mamm | Senana |
Breur pe c'hoar | Dafydd ap Gruffudd, Rhodri ap Gruffudd, Owain Goch, Gwladus ferch Senana |
Pried | Elinor de Montfort |
Bugel | Gwenllian ferch Llywelyn, Catrin ferch Llywelyn ap Gruffudd |
Familh | House of Aberffraw |
Micher | monark |
Karg | Rouantelezh Gwynedd |
- Gwelout ivez Llywelyn ap Iorwerth (Llywelyn Fawr) ha Llywelyn.
Llywelyn ap Gruffudd (lesanvet bremañ Llywelyn Ein Llyw Olaf, da lavarout eo Hon Diwezhañ Levier) (war-dro 1228-11 a viz Kerzu 1282), eo diwezhañ Priñs Kembre dieub, lazhet e Cilmeri e 1282 gant soudarded Edouarzh Iañ, roue Bro-Saoz.
Mab e oa da Gruffudd ap Llywelyn Fawr, mab-bihan eta da Llywelyn Fawr, priñs Kembre.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus pevar mab Gruffydd ap Llywelyn Fawr e oa. E dad a oa mab bastard da Llywelyn ap Iorwerth (Llywelyn Fawr). Dizemglev zo da c'houzout hag an trede pe ar pevare mab e oa: sur eo ne oa ket ar mab henañ.
Brezeliñ a eure enep e eontred hag e vreudeur dreist-holl, Owain, Dafydd ha Rhodri. Dont a-benn a eure Llywelyn da c'honit warne en emgann Bryn Derwin ha da vout roue Gwynedd e 1258 ha roue Kembre, un dra nevez, rak ne veze ket kaoz c'hoazh eus Kembre evel ur vro met evel un douar rannet etre meur a rouantelezh istorel,
Fazioù politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ma oa Llywelyn ur pennbrezel ampart ne oa ur politikour fin evel e dad-kozh ha dirakañ e oa un enebour dañjerus, Edouarzh Iañ. Ma karje bezañ graet emglev gant Tiegezh Simon V Montfort. Pa voe graet marc'had da zimeziñ Llywelyn hag Elinor de Montfort, merc'h Simon, e kemeras Edouarzh droug hag e tapas al lestr a gase ar plac'h eus Bro-C'hall da Vro-Saoz, hag e talc'has anezhi evel prizoniadez e kastell Windsor.
Koun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bep bloaz e vez lidet Diwrnod Llywelyn Ein Llyw Olaf (Devezh Llywelyn Hon Friñs Diwezhañ) d'an 11 a viz Du e Cilmeri.
En e raok Dafydd ap Llywelyn |
Llywelyn ap Gruffydd Roue Gwynedd 1246-1282 |
War e lerc'h Dafydd ap Gruffudd |
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- A.D. Carr, Llywelyn ap Gruffudd (Caerdydd, 1982)
- J. Beverly Smith, Llywelyn ap Gruffudd, Tywysog Cymru (Caerdydd, 1986). ISBN 0708308848