Eüterpe
Neuz
(Adkaset eus Euterpe)
Eüterpe a oa unan eus an nav Muzez, anvet ivez Merc'hed an Awen, e mojennoù Hellaz kozh. Merc'h e oa da Zeus ha Mnemosyne.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Εὐτέρπη / Eütérpê eo an anv e gregach, ha talvezout a ra «a oar plijout», eus ar ger εὖ / eũ, «mat» ha τέρπω / térpô, «plijout».
Doueez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Doueez ar Sonerezh e oa. Ur fleüt a veze ganti, an aulos, bet ijinet ganti. Diwezhatoc'h e plijas da livourien zo reiñ dezhi binvioù all, paper sonerezh. Ur gurunennad vleunioù a veze war he fenn pa veze da-heul an doue Dionysos.
War bez Frédéric Chopin, e bered ar Père-Lachaise e Pariz, he gweler o ouelañ.
-
Eüterpe, gant François Boucher
-
Eüterpe hag Ourania, darn eus un daolenn gant Pompeo Batoni
-
Poltred Markizez Santa Cruz, gant Francisco de Goya. En Eüterpe emañ ar varkizez.
-
Eüterpe, gant Camille Roqueplan (1803-1855).