kaoc'hkezeka
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn kaoc'h-kezeg hag al lostger -a.
Verb
kaoc'hkezeka /kɔxkeˈzɛkːa/ verb gwan (displegadur)
- Dastum kaoc'h-kezeg.
- Pa ne rae ket glav, ar Yaou pe a-wechoù goude ar skol en hañv ez aemp hon-daou da gaoc'hkezeka war an hent. — (Herve Herri, Tremenet eo an amzer-se, Embannadurioù Rioù Breizh hor Bro, An Elven, p. 21.)
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Troioù-lavar
- kaoc'hkezeka gant ur gordenn
- kas un den da gaoc'hkezeka : e gas da strakal brulu
Troidigezhioù
- galleg : ramasser du crottin(fr)