gwezenn
Brezhoneg
- Savet diwar ar strollder gwez hag an dibenn-ger -enn.
Furm anv-kadarn
gwezenn /ˈɡɥeː.(z)ɛn/ unanderenn (furm vihanaat : gwezennig, liester : gwezennoù, strollder : gwez)
- Unanderenn an anv-kadarn gwez.
- [...] ; pa vez troc'het gwrizioù ar wezenn, ar skourroù ne zaleont ket da zisec'hañ. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 15.)
- Mes bep noz e vije laeret ur berenn eus ar wezenn, ha den na ouie piv e oa al laer. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 15.)
- Neuze e tiskennas diwar e varc'h hag e krapas war eur weenn, [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 6.)
- Houp ! Eul lamm, ha d'an traon eus ar weenn, eul lamm all, ha, dreist ar voger, pe a-dreuz ar c'harz, er-mêz al liorz. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 28.)
- Neuze, pe flastret gant ar pouez a oa war e gof, pe ur c'hwil o kouezhañ eus ar wezenn gozh en e c'henou digor, Lom a greñchas e-kreiz figur Job gant ar paz a oa deuet dezhañ. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 21.)
- E skeud ar wezenn e oa taolioù ha kadorioù houarn. — (Roparz Hemon, An Ti a Drizek Siminal, Al Liamm, 1956, p. 18.)
- En tu dehou, war an hent bras, un diaoul a stleje ur wezenn en istribilh ouzh an ahel. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 23.)
- N'eus den ebet er gêr-se. N'eus gwezenn ebet. Netra nemet mein ha mein ha mein. — (Roparz Hemon, Mari Vorgan, Al Liamm, eil emb. 1975, p. 17.)
- Ret e oa din ivez klask repu, en ur wezenn bennak, e-lec'h ma ne vijen ket tizhet gant an anevaled gouez. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 22.)
- Eno e weli ur wezenn eeun e-touesk an ta(r)gosoù. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 147.)
- Letonennoù, o tiskenn sioul, n'eo ket plaen met sioul, war-du garzh an traoñ, ur wezenn bennak, dibabet pe diwallet aketus, [...]. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 8.)
Gerioù kevrennek
- Ur wezenn e penn ma zi, peder berenn enni; e tremenas ar person hag e c'hoar, ar miliner hag e wreg; am-oa roet peb a berenn dezo ha c'hoaz e vane unan ganin ? — C'hoar ar person a oa gwreg d'ar miliner. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 329.)
- Aezetoc'h (Aesoc'h) eo plegañ ur blantenn
Evit ur wezenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 306.) - N'hall ket ar wezenn kaout bleuñv hag avaloù. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 306.)