Brezhoneg

  Etimologiezh

(Anv-kadarn) Meneget er C'hatolikon (alhuez).
Da geñveriañ gant ar gerioù allwedd en kembraeg hag alwheth en kerneveureg.
(Furm verb) Savet diwar « alc'hwez- », pennrann ar verb « alc'hwezañ », hep dibenn-ger.

  Anv-kadarn

 
Alc'hwezioù. (1)

alc'hwez /ˈal.ɣwe/ /ˈal.ɣwɛs/ gourel (furm vihanaat : alc'hwezig, liester : alc'hwezioù)

  1. Benveg metal a dalvez da lakaat gwikefre ur potailh da vont en-dro.
  2. Un alc'hwez toull : a zo toull e steudenn.
  3. Benveg a dalvez da stardañ pe zistardañ ar c'hraouennoù, ar serjantoù.
    • Prenañ un alc'hwez saoz.
  4. (dre astenn-ster:) Den pe loen a zo koulz hag un alc'hwez.

Deveradoù

Troioù-lavar

  • Alc'hwez bras : kalc'h.
  • Bezañ un alc'hwez mat : un diwaller mat
  • Bezañ feal evel un alc'hwez
  • Bezañ feal evel un alc'hwez: bezañ feal-tre.
Krennlavaroù
  • An alc'hwez kozh eo an aesañ.

Troidigezhioù

benveg a dalvez da zigeriñ ur potailh

  Furm verb

alc'hwez /ˈalɣwɛ(s)/

  1. Furm ar verb alc'hwezañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
  2. Furm ar verb alc'hwezañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.