yer
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn yar gant ur pebeiladur vogalennek a/e.
Furm anv-kadarn
yer /ˈjeːr/ benel
- Furm lies an anv-kadarn yar.
- Bezañ ' zo bremañ pell amzer,
D'ar c'houlz m'o devoa dent ar yer. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 84.) - IVONA (o tont en-dro). — [...] !... 'Keit-se me 'c'h aozo koan, goude m'am bo klenket ar yer... [...]... — (Jarl Priel, Ar Vatez vihan, Sav niv. 29, Diskar-amzer 1944, p. 33.)
- Re-bar d'ur vandennad yer dichouet diwar ur bern greun, e tec'has ar vugale all, spontet ha strafuilhet, er-maez eus porzh ar marchosi. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 29.)
- Neuze, tamm-ha-tamm, e teskas dezhi labourat, gwriat, kempenn he dilhad, keginañ, ober war-dro an ti hag al loened, ur vuoc'h, div c'havr, ur c'hi-porzh, daou gi-chase hag un nebeut yer. — (Roparz Hemon, Mari Vorgan, Al Liamm, eil emb. 1975, p. 83.)
- Ar yer-mañ a zo ken poazh ken e tibezhiont. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 103.)
- N'o doa da amezeien nemet ar brini tev e-giz yer, [...]. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 49.)
- Ar c'houlz a oa da lakaat yer da c'horiñ hag ar verc'h-kaer he devoa c'hoantaet ûoù houidi. — (Añjela Duval, Anjela Duval Eil embannadur reizhet, Mignoned Anjela 2005, p. 803.)
- Bezañ ' zo bremañ pell amzer,
Deveradoù
Troioù-lavar
- bezañ debret evel treid yer,
- Ar prés-se a oa arru e dreid 'vel treid yér : debret ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 34.)
- kaout lêr yer
- Me a zo dall ha mezv 'vel ar yer en eost. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 33.)