tiegezhioù
Brezhoneg
- Diwar an anv-kadarn tiegezh hag an dibenn-ger -ioù.
Furm anv-kadarn
tiegezhioù/tieˈɡezju/
- Furm lies an anv-kadarn tiegezh.
- En tiegezhioù pinvidik ez eo bet a viskoazh Ar c'hiz da ginnig kafe rik war-lerc'h ar prejoù bras. Son ar c'hafe, gant Evnig Penn-ar-C'hoad.
- Kemenerien ez oant o-daou, ha bemdez ec'h aent da labourat d'an tiegezhioù war ar maez, pep hini en e du. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 17.)
- [...], rak ur seurt gwall-zismegañs e-keñver ar sant a c'hellfe, en amzer da zont, degas gwall-blanedenn war o ziegezhioù. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 90.)
Troioù-lavar
- ober tiegezhioù : labourat evel matezh e ti an dud all, da naetaat ha kempenn.