Brezhoneg

  Etimologiezh

Kar eo d'an dibennoù-ger -ion e kembraeg ha -yon e kerneveureg.

  Dibenn-ger

-ien /jɛn/

  1. Dibenn-ger a dalvez da sevel furm lies reizh anvioù-kadarn gourel 'zo a denn d'an dud.
    1. An holl anvioù-kadarn gourel a denn d'an dud savet gant al lostger « -er ».
    2. An holl anvioù-kadarn gourel a denn d'an dud savet gant al lostger « -our ».
    3. An holl anvioù-kadarn gourel a denn d'an dud savet gant al lostger « -eg » (gant fatadur ar « g ») ; heñvel dra a c'hoarvez gant ar ger « gwenneg ».
    4. An nebeud anvioù-kadarn gourel a denn d'an dud savet gant al lostger « -ig » deveret eus « -eg », distaget /'i:jɛn/
    5. Un ugent bennak a anvioù-kadarn gourel all hag a denn d'an dud.
    6. Un dousenn anvioù-gwan kemeret evel anvioù-kadarn gourel hag a denn d'an dud ivez.
    7. Daou anv-kadarn gourel lies hep unander: Anglizien ha Frañsizien
    8. Un nebeud anvioù loened (tri anezho gant ar gwanadur vogalennek):
    9. An anvioù kartoù da c'hoari:
    10. Tri anv traoù:

Stummoù rannyezhel

  • Ar stumm « -ion » a vez implijet e rannyezh Gwened hag er skridoù a zouj da reolennoù an doare-skrivañ peurunvan.