18 Gouere
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1841 : kurunet eo Pedro II, impalaer diwezhañ Brazil.
- 1903 : 6vet ha diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Pariz.
- 1925 : embannet eo Mein Kampf gant Adolf Hitler.
- 1936 : deroù Brezel Spagn.
- 2020 : tan-gwall en Iliz-veur Naoned. Distrujet eo an ograoù eus ar XVIIvet kantved ha gwerelloù eus an XVvet kantved urzhiet gant Anna Breizh.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1552 : Rudolf II an Impalaeriezh Santel.
- 1796 : Immanuel Hermann Fichte, prederour alaman.
- 1831 : Johann Martin Schleyer, beleg katolik alaman, saver ar volapük.
- 1836 : Joseph Smit, skeudennaouer loened izelvroat.
- 1845 : Tristan Corbière, barzh gallek a Vreizh.
- 1847 : Frañsez-Mari ar C'hozh, troour brezhonek.
- 1874 : Cathal Brugha, dispac'hour iwerzhonat.
- 1887 : Vidkun Quisling, politiker norvegiat, kenlabourer gant an Nazied.
- 1900 : Nathalie Sarraute, skrivagnerez c'hall
- 1909 : Andrei Gromyko, prezidant URSS 1985-1989.
- 1917 : Henri Salvador, kaner gall.
- 1918 : Nelson Mandela, prezidant Suafrika.
- 1921 : John Glenn, astraer stadunanat.
- 1933 : Jean Yanne, arzour gall.
- 1938 : Ian Stewart, soner klavier skosat, unan eus krouerien orin ar strollad The Rolling Stones.
- 1951 : Elio Di Rupo, politiker belgiat, bet Kentañ Minist Belgia ha prezidant Wallonia.
- 1954 : Ken Laszlo, soner italo disco.
- 1977 : Aleksandr Morozevitch, mestrc'hoarier echedoù rusian.
- 1982 : Priyanka Chopra, aktorez indian.
Marvioù
kemmañ- 1100 : Jafrez Bouillon, marc'heg gall er Groaziadeg Kentañ.
- 1450 : Frañsez Iañ (dug Breizh).
- 1566 : Bartolomé de las Casas, eskob spagnol.
- 1610 : Il Caravaggio, livour italian.
- 1721 : Antoine Watteau, livour gall.
- 1817 : Jane Austen, skrivagnerez saoz.
- 1872 : Benito Juárez, prezidant Mec'hiko.
- 1940 : Davide Marotti, mestrc’hoarier echedoù italian ha kelenner war ar brederouriezh.
- 1982 : Roman Jakobson, yezhoniour rusian ha stadunanat.
- 1983 : Salomon Flohr, mestrc'hoarier echedoù tchekoslovakat-soviedat .