Ruth (pe Rout) eo pried Mahelon, er Bibl, e Levr Rout. Eus Moav eo-hi, ur rouantelezh war lez ar Jordan, met eus rouantelezh Israel eo deut he gwaz gant e diegezh : e dad Elimelec'h, e vamm Noemi hag e vreur Kileyon (dimezet da Orpa).

Rout hervez Francesco Hayez, 1835
"Rout e park Boaz", gant Julius Schnorr von Carolsfeld, 1828

Lenn a reer hec'h istor e Levr Rout an Tanac'h[1]. Goude marv Elimelec'h, Mahelon ha Kileyon e tivizas Noemi distreiñ da vro Yehouda. Chom a reas Orpa e Moav met dont a reas Rout ganti ha divizout lakaat he feiz e Doue Israel. Boaz, un den pinvidik eus tiegezh Elimelec'h, a sikouras hag a zasprenas anezhi hervez lezennoù ar mare. Deuet da vezañ gwreg Boaz e c'hanas Oved hag a c'hanas Yese (tad David). Pouezañ a ra an istor-mañ war ar fed e voe mamm-gozh David un estrenez hag henvamm Jezuz war memes tro[2].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Troidigezh an Testamant Kentañ gant An Tour-Tan, Levrenn 4, 1985, pp 279-283
  2. lignez Jezuz, Mazh 1