Afghanistan
Emirelezh Islamek Afghanistan (Pachtoueg : د افغانستان اسلامي امارت, Də Afġānistān Islāmī Imārat ; Dareg : امارت اسلامی افغانستان Imārat-i Islāmī-yi Afghānistān) zo ur vro eus Azia ar C'hreiz gronnet gant Turkmenistan, Ouzbekistan, Tadjikistan, Sina, Pakistan hag Iran. Abalamour da vrezel 2001 emañ Afghanistan bremañ e-touez paourañ broioù ar bed.
د افغانستان اسلامي امارت Də Afġānistān Islāmī Imārat امارت اسلامی افغانستان Imārat-i Islāmī-yi Afghānistān Emirelezh Islamek Afghanistan | |||||
| |||||
Kan broadel: دا د باتورانو کور Dā də bātorāno kor | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Kaboul | ||||
Yezh(où) ofisiel | Dareg, Pachtouneg[1] | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | teokratelezh islamek unelour | ||||
- Penn meur | Hibatullah Akhundzada | ||||
- Kentañ ministr | Hasan Akhund | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 652 867 km² (41) | ||||
- Dour (%) | 0 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2022 | 38 346 720 () | ||||
- Stankter | 48,08/km² (174) | ||||
PDK (PGP) | 2018 (istimadur) | ||||
- Hollad | $21,657 milliard (111) | ||||
- Keidenn | $493 (177) | ||||
FDD (2021) | 0,478 (izel) (180) | ||||
Moneiz | Afghani (AFN )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC+4:30) | ||||
+4:30 | |||||
Kod kenrouedad | .af | ||||
Kod pellgomz | +93 |
Etre drouklamm an Dalibaned hag al Loya Jirga e 2003, e oa bet lakaet Afghanistan da Stad Islamek Tremeniat Afghanistan gant broioù ar C'hornôg. Abaoe m'oa bet aozet ar vonreizh nevez e reer ent ofisiel Republik Islamek Afghanistan eus ar vro. Goude argadenn an Dalibaned etre miz Mae ha miz Eost 2021 ha diskar ar Republik eo bet embannet Emirelezh Islamek Afghanistan.
Etimologiezh
kemmañDeverañ a ra an anv Afghanistan eus an anv all a roer d'ar Batchouned : Afghan. Int eo diazezerien Afghanistan a-vremañ. Dont a ra al lostger eus ar ger persek stān (bro).
Istor
kemmañSellet ouzh Istor Afghanistan
Un istor turmudus he deus bet Afghanistan a anver alies kroashent Kreiz Azia. A-hed an amzerioù eo bet aloubet ar vro a reer Afghanistan anezhi hiziv an deiz gant armeoù a-leizh, en o zouez re an Impalaeriezh Pers, Aleksandr Veur ha Genghis Khan.
1746 - 1973
kemmañPenn kentañ stad-vroad Afghanistan, evel m'eo anavezet hiziv an deiz, a voe e 1746, dindan an Impalaeriezh Durrani, met lezet e voe ar c'hontrol anezhi d'ar Rouantelezh Unanet betek ma voe tronet ar roue Amanullah e 1919.
Dont a rae ar renerien istorel eus meuriad an Abdali, a voe cheñchet e anv da zDurrani pa voe tronet ar Chah Ahmad, betek ar remziad Saddozay eus ar c'hlann Popalzay pe ar remziad Mohammadzay eus ar c'hlann Barakzay.
Abaoe 1900, ez eus bet digarget unnek rener :
- 1919 Habibullah Chah zo drouklazhet d'an 20 a viz C'hwevrer e Kalagoch e-pad ur chaseadenn. Brezel dizalc'hiezh enep Impalaeriezh Breizh-Veur,
- 1929 Amanullah Chah a ro e zilez a roue hag a ya d'an harlu da Indez, ha neuze da Europa. Tec'h dirak un emsavadeg pobl,
- 1929 Inayatullah Chah a ren tri devezh hepken a-raok reiñ e zilez a roue (eus ar 14 d'ar 17 a viz Genver 1929),
- 1929 Amir Habibullah Ghazi (Bacha e Saqao), zo sellet outañ evel un alouber gant ar Batchouned. Lazhet eo gant e warlerc'hiad a adsav ar remziad Barakzay,
- 1933 Mohammad Nadir Chah zo drouklazhet. Tremen d'an demokratelezh,
- 1973 Mohammad Zahir Chah mab an hini a-raok, zo torret eus e garg. Tec'hout a ra da Italia. Taol-stad, tremen d'ur republik,
- 1978 Mohammed Daoud Khan drouklazhet, taol-stad harpet gant an Unaniezh soviedel,
- 1979 Nour Mohammad Taraki & Babrak Karmal kaset d'an harlu,
- 1979 Hafizullah Amin & Nour Mohammad Taraki, an hini kentañ a lazh an eil,
- 1979 Hafizullah Amin lazhet gant ar Spetsnaz, taol-stad gant an Unaniezh soviedel,
- 1986 Babrak Karmal erlec'hiet e fin e respet,
- 1992 Mohammed Nadjibullah diskaret gant ar voudjahiddined harpet gant Stadoù-Unanet Amerika,
- 2001 diskaret eo gouarnamant islamek an Dalibaned gant Stadoù-Unanet Amerika hag unvanidi eus AFNA.
Etre 1933 ha 1973 emañ ar prantad stabilded diwezhañ en Afghanistan, dindan ren ar roue Zahir Chah. Padal, e 1973, breur-kaer Zahir, Sardar Mohammed Daoud a ra un taol-stad hep feulster d'ar 17 a viz Gouere 1973. Gant skoazell an arme soviedel e tiskar e genderv Zahir. Hemañ a ro an dilez eus e garg e miz Eost hag a ya da annezañ da Italia.
1978 - 1992 : 1añ brezel Afghanistan
kemmañGant taol-stad SDPA (Strollad Demokratel Poblel Afghanistan), d’ar 27 a viz Ebrel 1978, eo bet diskaret gouarnamant Daoud hag ez eus drouklazhet ur niver bras eus izili e familh. Dont a ra Muhammad Taraki (1917-1979), levier ar c’hKhalq (ur rann feuls ha patchoun dreist-holl eus SDPA) anezhañ, da vezañ prezidant Republik Demokratel Afghanistan nevez. Sokialour eo ar republik-se, ha mont a ra a-du gant an Unaniezh soviedel.
Un darn eus an Afghaned a stag da herzel ouzh ar galloud kreiz, harpet a-yoc’h gant [URSS]]. Itrikañ a reont un taol-stad nevez d’an 28 a viz Kerzu 1979. Sed aze deroù brezel Afghanistan. Dont a ra Babrak Karmal da vezañ prezidant. Harpañ a ra an Unaniezh soviedel ar renad nevez hag adalek miz Genver 1980 e klask a-zevri adtapout kontroll an takadoù emsavet (Gevred ar vro dreist-holl). Skoilhoù a-leizh a gav ar gouarnamant komunour afghan war e hent : ar maezioù a chom stag ouzh an hengoun ha ne savont ket a-du gant ar gomunouriezh a soñjer eo enep ar relijion ; renkad ar vicherourien afghan n’eo ket gwall niverus ha tro-dro da Gaboul emañ evit an darn vrasañ anezhi. Ha dreist-holl, broioù ar C’hornôg hag ar broioù muzulman (Arabia Saoudat, Iran, Pakistan) a skoazell an harzerezh gant dafar hag arc’hant.
D’an 30 a viz Du 1986 e teu Mohammed Nadjibullah da vezañ prezidant Afghanistan e-lec’h Karmal. A vloaz da vloaz e tigresk skoazell URSS da strolladoù ar gouarnamant (abalamour d’ar Perestroika) hag e stanka an emgannoù harpet gant Pakistan hag he moudjahiddin (« stourmerien an Islam ») ha gant ar Stadoù-Unanet a ro arc’hant hag armoù d’ar strolladoù islamek evit stourm ouzh ar galloud.
E miz C’hwevrer 1989 e tiviz URSS hec’h-unan kuitaat ar vro, hag e lez kontroll ar vro da Nadjibullah. Diskaret eo ar renad d’an 29 a viz Ebrel 1992 goude m’eo bet kemeret Kaboul ha m’en deus Mohammed Nadjibullah roet e zilez d’ar 16 a viz Ebrel. Dav eo notennañ o deus harzet kalonek strolladoù ar gouarnamant, feal da Vohammed Nadjibullah, ouzh armeoù armet gwelloc’h ha niverusoc’h egeto.
1992 - 1996 : ar brezel diabarzh
kemmañD’an 9 a viz Ebrel 1992 ez a Ahmad Chah Masoud, a vo e penn Kevre an norzh, e-barzh Kaboul gant meur a vil a dud. E miz Mae e teu da vezañ ministr an difenn. D’an 28 a viz Mezheven eo anvet Burhanuddin Rabbani, anezhañ ur paotr moder eus ar strollad islamek Jamiat-e-Islami, da brezidant etretant, ha dilennet eo da benn ar gouarnamant e miz Kerzu. Eus 1992 da 1995 eo kemeret ar galloud gant ur gournamant a zeu eus an harzerezh afghan, hogen dizemglevioù a vez ennañ. D’ar 7 a viz Mae, daoust d’un emglev peoc’h etre ar c’hostezennoù kenoazus, e kendalc’h an emgannoù er su da Gaboul. Masoud a ro e zilez eus ar gouarnamant ha hennezh en em adstumm en-dro da c’hGulbuddin Hekmatyar, un anterinour eus kenel ar Batchouned zo ar muiañ-niver ganto er vro.
E 1994 e krog argad an Dalibaned hag aloubiñ a reont tamm-ha-tamm holl broviñsoù ar vro. Eus 1994 da 1996, gant skoazell arme Pakistan, ez aloubont ar braz eus ar vro (nemet ar c’horn-bro tadjik er Biz). Diazezañ a reont un diktatouriezh anterinour. E 1996 e sav a-du an darn vrasañ eus ar c’hostezennoù afghan, nemet an Dalibaned, evit stummañ ur gouarnamant kadoriet gant Hekmatyar. E-pad an hañv 1996, e tec’h Ousama bin Ladin eus Arabia Saoudat, ha goude bezañ chomet daou vloaz e Soudan, e tistro da Afghanistan. Skignañ a ra un disklêriadur djihad enep an Amerikaned.
D’ar 27 a viz Gwengolo 1996 eo kemeret Kaboul gant an Dalibaned a ra o renkoù da neuze. Ar Mollah Omar, penn teogus ar strollad ha « Gourc’hemenner ar Fideled » anezhañ, a ren ar vro hep diazez ebet ent politikel na hervez ar vonreizh. Drouklazhet eo Mohammed Nadjibullah evel ul loen gant an Dalibaned, hag e vreur ivez, daoust dezho bezañ dindan gwarez ABU. Kontet en deus un test penaos e oa tec’het kuit ar warded afghan a oa o c’harg gwareziñ savadurioù ABU pa oa Kaboul war-nes cheñch mestr. Nadjibullah a c’houlennas sikour dileuridi ABU en Islamabad, met tro wenn a reas. Merket e oa e blanedenn dija, rak an Dalibaned o doa savet ur bagad-stourm pemp den e karg d’ober e stal dezhañ. Hervez Ahmed Rashid, edo ar mollah Abdoul Razzaq e penn ar bagad a grogas peg e Nadjibullah etre un eur ha div eur diouzh ar beure, un nebeud eurvezhioù a-raok donedigezh an Dalibaned er gêrbenn.
En e levr Skeud an Dalibaned, e kont Ahmed Rachid frapadoù diwezhañ Nadjibullah : « Mont a reas an Dalibaned tre e kambr Nadjibullah, skeiñ gantañ ha gant e vreur ha teurel an daou zen semplet e penn a-dreñv ur gamionetez a yeas da balez teñval ar prezidant. Eno e spazhjont Nadjibullah ha stlejañ e gorf a-dreñv ur jeep, a-raok peurlazhañ anezhañ gant ur boled. Boureviet e voe e vreur er memes mod ha taget e voe. An Dalibaned a grougas an daou gorf-marv ouzh ur peul beton dirak ar palez, nepell diouzh savadurioù ABU. Da c’houloù-deiz e teuas annezidi gurius da welet an daou gorf koeñvet ha muturniet, krouget gant neud-orjal. Bez’ e oa sigaretennoù etre o bizied ha bilhedoù bank afghan leun o godelloù – evit displegañ ar pezh a soñje an Dalibaned diwar-benn o buhez diroll hag o goubrenerezh. Tec’het e oa daou geneil all Nadjibullah. Adtapet e oant bet pa oant o klask tec’hout diouzh kêr, ha boureviet ha krouget e voent ivez », eme Ahmed Rachid.
Evel-se e krogas ren an Dalibaned.
1997 - 2006 : An Dalibaned hag emellerezh AFNA
kemmañE 1997 e reas an Dalibaned – « studierien war an doueoniezh » – o renkoù er vro (nemet en ur c’hornig-bro er Biz). Harpet e oan gant strolladoù armet estren a oa tomm ouzh o relijion. Lakaat a rejont ar peoc’h da ren en-dro, well-wazh, dre lakaat da dalvezout ul lezenn islamek strizh hag a strishae un niver bras a frankizoù. Fellout a rae dezho kas o uhelvennad da benn, da lavaret eo « Stad islamek purañ ar bed », diazezet war ar charia rik.
Brudet e voent er bed a-bezh dreist-holl pa zistrujont e 2001 delwennoù Bouddha ragislamek e Bamiyan. An delwennoù-se (VIvet - IVre kantved a-raok J.-K.) a oa enskrivet e glad bedel mab-den gant UNESCO. Ar Pakistan, o c’hevredad fealañ koulskoude, a zianzavas o folitikerezh da neuze.
D’an 9 a viz Gwengolo 2001 eo drouklazhet Massoud en ur gwalldaol-emlazh. E 2001, war-lerc’h gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo, ar Stadoù-Unanet a zistagas ur brezel nevez, ha gant skoazell Kevre an Norzh e rojont lamm da renad an Dalibaned e-korf un nebeud mizioù. E kreiz 2002 e hañvale ar saviad bezañ stabil, daoust d’an diouer a surentez en takadoù er-maez eus kontroll ar gouarnamant nevez ha d’ar gwalldaolioù en takadoù dindan kontroll armeoù broioù ar C’hornôg. Da skouer, d’ar 5 a viz Gwengolo 2002, tra ma oa ar prezidant Hamid Karzai o veajiñ e korn-bro Kandahar, e voe skoet gant ur gwalldaol hag a voe skoilhet justik gant e warded amerikan. Spinet e oa bet e zremm gant ur boled neuze. D’an 11 a viz Eost 2003 e kemer AFNA penn an Nerzh etrebroadel skoazellañ ar surentez (NESS/ISAF), ennañ 37 bro. Klask a ra astenn aotrouniezh ar galloud kreiz hag aesaat adsavidigezh ar vro. D’ar 7 a viz Kerzu 2004 e oa un nerzh etrebroadel tost 10 000 den en Afghanistan, ouzhpenn an 20 000 a soudarded amerikan war al lec’h bepred. Gant ar c’hengevredad-se, divizet gant Aozadur ar Broadoù Unanet, ez eus bet gallet staliañ frammoù rakdemokratel.
D’ar 26 a viz Mae 2004 ez eus lazhet pemp ezel eus un AEG (aozadur e-maez gouarnamant) en ur stign e Gwalarn Afghanistan. D’ar 16 a viz Gouere 2004 e kouezh ur roked tost d’ur skolaj a oa da vezañ gweladennet gant ar prezidant Hamid Karzai un nebeud munutoù war-lerc’h. An Dalibaned a samm atebegezh ar gwalldaol. D’an 29 a viz Eost 2004, e Kaboul, ez eus lazhet 12 den da nebeutañ hag ez eus gloazet un tregont bennak gant ur gwalldaol war-bouez ur c’harr-trap. An Dalibaned a glaske tizhout an embregerezh surentez amerikan Dyncorps, a bled gant gwarez ar prezidant afghan Hamid Karzai.
E 2004, daou vloaz goude an emellerezh etrebroadel, e oa deuet Afghanistan da vezañ en-dro kentañ produer roz-moc’h (papaver somniferum) ar bed. Diwar o laezh e farder opiom hag heroin.
Adalek 2005 e washa ar jeu. En em silañ a ra an Dalibaned e kornioù-bro zo, a-gevret gant tud estren a-youl vat. E miz Eost 2006, AFNA a ro lañs d’un argad er c’hornôg da Gandahar (koulzad Morgaoul), met war-lerc’h koll ur c’harr-nij evezhiañ gant 14 soudard ha meur a zen lazhet war an douar, e c’houlenn e gomandant soudarded nevez.
Dilojeiz eo war-dro 60% eus an dud e Kaboul.
Abaoe 2006
kemmañD'an 29 a viz C'hwvrer 2020 eo sinet un emglev peoc'h etre Stadoù Unanet Amerika hag an Dalibaned, evit lakaat fin d'ar brezel en Afghanistan. Chomet e vo bet an Amerikaned 18 bloaz er vro, hirañ brezel o istor. Dleout a rint mont kuit alese a-benn 14 miz.
D'an 8 a viz Mae 2021 eo lazhet ouzhpenn 80 den ur gwalldaol a-enep ur skol e Kaboul.
Politikerezh
kemmañEvit bremañ eo renet Afghanistan gant ar prezidant Hamid Karzai a voe lakaet gant melestradur Bush e penn ur gouarnamant etretant goude diskar an Dalibaned. Aet eo ar maout gantañ n’eus ket pell en un dilennadeg vroadel. E-barzh e gabined bremañ, ez eus izili eus Kevre an Norzh, hag ur meskad tud a zeu eus strolladoù rannvroel all a oa bet furmet diwar ar gouarnamant da c’hortoz gant al Loya Jirga. Distroet eo ar roue kozh Mohammad Zahir Chah d’ar vro, met ne voe ket roet galloud ar roue en-dro dezhañ ha tremen a ra gant un nebeud galloudoù lidek.
Gant emglevioù Bonn e voe diazezet Bodad Afghan ar Vonreizh evit goulenn kuzul digant ar bobl ha sevel ur vonreizh. A-benn ar 1añ a viz Gwengolo 2003 e oa da vezañ savet, hogen goulennet en deus ar bodad e vefe astennet an termen evit goulenn kuzul digant muioc’h a dud. Dalc’het e voe al Loya Jirga e miz Kerzu pa voe asantet d’ur vonreizh nevez hag a groue ur renad prezidantel gant div gambr lezennadurel.
Chom a ra soudarded hag ajañsoù titourerezh er vro, gant ar Stadoù-Unanet ha meur a vro all. Darn anezho a bled gant dalc’h ar peoc’h, re all a laka an hu war an Dalibaned hag Al-Qaida. Abaoe miz Kerzu 2001 ez eus e Kaboul un nerzh evit derc’hel ar peoc’h gant Aozadur ar Broadoù Unanet, e anv Nerzh etrebroadel skoazellañ ar surentez (NESS). Gant AFNA eo bet kemeret penn an nerzh-se d’an 11 a viz Eost 2003. Chom a ra un tamm mat eus ar vro dindan kontroll ar pennoù-brezel.
Emañ an Eurokorf dindan atebegezh AFNA a ren an Nerzh etrebroadel skoazellañ ar surentez (NESS) e Kaboul abaoe an 9 a viz Eost 2004. Ar c’holloù e-touez ar bagadoù-se a c’hoarvez peurliesañ war-lerc’h fazioù anavezout, gwalldaolioù gant kirri-trap, pe gwallzarvoudoù war an hent, gwashaet abalamour d’an diouer a c’hourizoù-surentez.
Dalc’het e voe dilennadegoù broadel d’an 9 a viz Here 2004. Ouzhpenn 10 milion a Afghaned a voe lakaet war roll an dilennerien. Boikotet e voe an dilennadegoù gant ouzhpenn 17 emstriver a enebe ouzh Hamid Karzai, rak soñjal a rae dezho e oa flod. Ur bodad dizalc’h a ziskouezas e oa bet flod, met prouiñ a reas n’en doa bet ar flod-se efed ebet war an disoc’h. Aet e oa ar maout gant Hamid Karzai gant 55,4% eus ar mouezhioù. Lakaet e voe da brezidant d’ar 7 a viz Kerzu. Se a voe kentañ dilennadegoù broadel er vro abaoe 1969 ma oa bet dalc’het dilennadegoù ar parlamant evit ar wech diwezhañ.
Proviñsoù
kemmañSellet ouzh Proviñsoù Afghanistan
Rannet eo Afghanistan etre 32 broviñs pe velayat (34 hiziv an deiz) :
Douaroniezh
kemmañSellet ouzh Douaroniezh Afghanistan
Ur vro veneziek eo Afghanistan, gant plaenennoù en Norzh hag er Mervent. Nowshak eo poent uhelañ ar vro, 7485 m a-us live ar mor.
Sec’h eo takadoù bras eus ar vro, ha n’eus ket kalz a zour fresk. Un hinad kevandirel en deus Afghanistan : tomm e vez e-pad an hañv ha yen e vez e-pad ar goañv. Alies e vez krenoù-douar er vro.
Kêrioù pennañ Afghanistan eo Kaboul, ar gêrbenn, Herat, Jalalabad, Mazar-e Sharif ha Kandahar.
Stêr : Hari Rud
Sellet ivez ouzh : roll kêrioù Afghanistan ~ Lec’hioù Afghanistan
Armerzh
kemmañSellet ouzh Armerzh Afghanistan
Abaoe m’eo en em dennet an arme soviedel ez eo deuet produerezh an opiom da vezañ ur vammenn arc’hant pouezus evit an Afghaned. Dre se ez istim ar c’hazetenner ha sokiologour Alain Labrousse ez eus diazezet un drederenn eus armerzh ar vro war trafikerezh an opiom hag ar produioù deveret dioutañ.
E-pad ren an Dalibaned zoken e veze kendalc’het ar produerezh, gant un tamm lez-ober mui pe vui a-berzh aotrouniezhoù an Dalibaned. Disklêriet en deus ar Mollah Omar zoken da gazetennerien alaman : "War hir dermen, emaomp e soñj da walc’hiñ Afghanistan eus an dramm. Met ne c’haller ket goulenn digant ar re zo o buhez penn-da-benn e dalc’h an eost tremen da drevadoù all eus an eil devezh d’egile. " Ouzhpennet en deus memes tra : "M’o deus c’hoant tud n’int ket muzulmaned da brenañ dramm ha d’en em bistriañ, n’eo ket dimp-ni da wareziñ anezho. " E-pad hañvezh ar bloavezh 2000, an Dalibaned o doa divizet koulskoude paouez gant ar produerezh opiom, ha lakaet o doa anezhañ da zigreskiñ eus ouzhpenn 95%. An nebeud opiom a oa bet produet c’hoazh en Afghanistan a voe dreist-holl war dachennoù kontrollet gant Kevre an Norzh, en o zouez proviñs Badakhchan a broduas e-unan 83% eus roz-moc’h Afghanistan etre an hañv 2000 ha fin 2001.
Abaoe dibenn Brezel Afghanistan e 2001 hag ar gouarnamant nevez zo bet lakaet e plas, gounidegezh ar roz-moc’h, a oa anezhi dija da vare an Dalibaned, he deus tizhet liveoù uhel-kenañ a istimer a-benn 2006 da 6100 tonenn, kalz en tu-hont d’ar goulenn a vez er bed. Posupl e vefe gounit legumaj ha bleunioù dre zourañ, met seurt trevadoù zo aes da darvañ.
Poblañsouriezh
kemmañPennad dre ar munud : Poblañsouriezh Afghanistan
Rannet eo pobl Afghanistan en un niver bras a genelioù. O vezañ ma n’eo ket bet niveret poblañs ar vro nevez zo, n’eus ket tu da gaout sifroù resis diwar-benn ment hag aozadur ar c’henelioù. Dre-se ar sifroù da-heul n’int nemet un tostaat d’ar wirionez. Gant an dud a gomz pachto (ar Vachtouned) e vez stummet ar strollad brasañ, ouzhpenn 50% eus ar boblañs war a soñjer. An eil strollad brasañ a gomz farsi (perseg). Ennañ emañ an Dadjiked (23%), an Hazaraed (14%) hag an Ouzbeked (12%). Bez’ ez eus ivez meuriadoù evel an Aimaked, an Durkmened, ar Valoutched hag ar Bachayied. Boutin eo an divyezhegezh en Afghanistan. Un niver bihan a genelioù, ar Sikhed hag an Hindoued dreist-holl, a gomz panjâbî.
A-fet relijion eo muzulman an Afghaned dreist-holl (80% Sunnited hag 20% Chiited tost da vat). Bez’ ez eus ivez minorelezhioù hindouat ha sikh, hag ur vinorelezh yuzev eus 1%, a oa 2% betek nevez zo. Kalz eus ar re-se zo tec’het e-pad brezel diabarzh ar bloavezhioù 90 war-du ar broioù amezek ha war-du Europa hag Amerika. Gant diskar an Dalibaned ez eus distroet Sikhed da broviñs Ghazni.
Sevenadur
kemmañSellet ouzh Sevenadur Afghanistan
Mazaouet ez eus bet ur c’halz eus monumantoù istorel ar vro e-pad ar brezelioù diwezhañ. Distrujet eo bet an div zelwenn vrudet eus Bouddha e proviñs Bâmiyân gant an Dalibaned rak sellet e veze outo evel idoloù berzet gant an Islam. Goude ar brezel ez eus bet laeret ur bern traezoù arzel ha dilerc’hiadoù arkeologel. Adwerzhet int bet e broioù ar C’hornôg e stalioù an hendraourien.
Adpiaouañ a ra pobl Afghanistan ar varc’hegerien, ha deuet-mat eo ar sport anvet Buzkachi d’ar bobl. A orin eus Afghanistan eo ar chase afghan ma lakaer chas da redek.
A-raok kresk galloud an Dalibaned e oa Kêr Gaboul ur greizenn evit kalz sonerien, anezho mistri war zaou zoare ar sonerezh afghan, an hini hengounel hag an hini modern, dreist-holl e-pad liderezh Nauroz. E-kreiz an XXvet kantved e oa par Kaboul da Vienna an XVIIIvet ha XIXvet kantved.
Sellet ivez ouzh : Radio Kaboul ~ Sonerezh eus Afghanistan
Deskadurezh
kemmañSellet ouzh An deskadurezh en Afghanistan
En nevezamzer 2003 ez istimed e oa bet mazaouet 30% eus 7 000 skol Afghanistan e-pad an ugent vloaz bennak m’o doa padet an alouberezh soviedel hag ar brezel diabarzh. An hanter eus ar skolioù hepken o deus lavaret e oa dour mat da evañ ganto, hag un tammig nebeutoc’h eget 40% a soñje dezho e oa mat o stad e-keñver ar yec’hedoniezh. E-pad ren an Dalibaned ne roed ket nemeur a bouez da zeskadurezh ar baotred, ha berzet e veze d’ar merc’hed penn-da-benn.
Diskouez a ra ur studiadenn eus 2002 gant ar strollad skoazell Save the Children e ra ar vugale afghan diouzh an traoù a-fet paourentez ha feulster o endro : kalonek int. Ar studiadenn a ro kred da ensavadurioù kreñv ar familh hag ar gumuniezh.
Ouzhpenn pevar milion a vugale afghan, an niver uhelañ moarvat, zo bet skoliataet er bloavezh-skol zo deraouet e miz Meurzh 2003. Digor eo an deskadurezh d’ar baotred ha d’ar merc’hed hiviziken.
Soñjal a reer e c’hall lenn ha skrivañ 36% eus an dud.
Stadegoù
kemmañKêrbenn : Kaboul
Poblañs : 31 000 000 a annezidi (e 2006). 0-14 vloaz: 44,6%; 15-64 bloaz: 53%; + 65 bloaz: 2,4%
Gorread : 652 500 km²
Stankted : 47 annez./km²
Harzoù war zouar : 5 529 km (Pakistan 2 430 km ; Tadjikistan 1 206 km ; Iran 936 km ; Turkmenistan 744 km ; Ouzbekistan 137 km ; Sina 76 km)
Arvor : 0 km
Uhelder : eus +258 m da +7 485 m
Hoali ar baotred : 43 bloaz (e 2006)
Hoali ar merc’hed : 44 bloaz (e 2006)
Feur kreskiñ ar boblañs : +2,67% (e 2006)
Feur genel : 46,6 ‰ (e 2005)
Feur mervel : 20,34 ‰ (e 2005)
Feur mervel ar vugale : 160 ‰ (e 2005)
Feur gouennañ : 6,7 bugel/maouez (e 2005)
Feur divroañ : 11,11 ‰ (e 2001)
Dizalc’hiezh : 19 a viz Eost 1919 (trevadenn vreizhveuriek kozh)
Linennoù pellgomz : 50 000 (e 2004)
Pellgomzerioù hezoug : 600 000 (e 2004)
Skingomzerioù : 167 000 (e 1999)
Skinwelerioù : 100 000 (e 1999)
Implijerien Internet : 25 000 (e 2005)
Niver a bourvezerien monedoù : 76 (e 2005)
Hentoù : 34 800 km (hentoù teret : 8 200 km) (e 2003)
Hentoù-houarn : 24,6 km
Dourredennoù bageüs : 1 200 km (e 2001)
Aerborzhioù : 46 (10 gant roudennoù ter) (e 2005)
Notennoù
kemmañ- ↑ Afghanistan. The World Factbook. Central Intelligence Agency (13 a viz Kerzu 2007).
Pennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.